Brezhoneg

pedadenn da zigoradur
Saloñs Etrebroadel levrioù an Inizi
d’ar Merc’her 13 a viz Gouere da 11 e 30
Ti-jiminas Eusa ha sal Liezimplij.
mirout ho treizhadenn dre https://pennarbed.fr/
(prizioù izel evit an holl evit an treizhadennoù pa vo ar saloñs)
eus ar Merc’her 13 d’ar Sadorn 16 a viz Gouere 2022
Enez Eusa (Penn-ar-Bed) – mont e-barzh digoust.
E programm ar saloñs e 2022 e vo Iwerzhon, 300 vloaz adkavidigezh Enez Pask ha glad dizanvezel inizi Breizh.

Aozet abaoe 1999 gant ar gevredigezh CALI ( Culture, arts et Lettres des îles), 24vet saloñs Etrebroadel levrioù an inizi en Enez Eusa a vo eus ar Merc’her 13 d’ar Sadorn 16 a viz Gouere 2022.
Bep bloaz e vez kinniget gant an abadenn lennegel-mañ annezioù-skrivañ, emgavioù ha lennadennoù, Prizioù hag arvestoù evit an holl en Enez Eusa.

En abadenn nevez-mañ ez eo Iwerzhon, « an enez emrodez », a vo douget enor dezhi. Asambles gant ar Greizenn Sevenadurel Iwerzhonat, skrivagnerien iwerzhonat evel Tadhg Mac Dhonnagáin, Neil Hegarty, Claire Keegan, Niamh Boyce... a ray ar veaj betek Eusa.
Enez Pask, a lider 300 vloaz an adkavidigezh anezhi gant merdeourien nederlandat (da zeiz Pask (!) e miz Ebrel 1722), a vo graet ivez ur brezegenn/bannadenn skeudennoù diwar he fenn, aozet gant ar Greizenn studi war Enez Pask ha Polinezia.

Da-geñver ar saloñs, ar gevredigezh CALI a roio lañs d’ur mell chanter 2 vloaz, evit dastum ha diskouez glad sevenadurel dizanvezel inizi Breizh. Ar gevredigezh rannvroel Breizh Sevenadur Liesseurted a gaso en-dro div daol grenn diwar-benn an tem-se hag ivez atalieroù (diwar-benn giz Eusa, plas sevenadur Breizh e-keñver an iwerzhoneg en inizi…).
Abadennoù all eus ar sizhun : ur sonadeg muzik iwerzhonat gant Sylvain Barou (Fleüt-treuz, tin-whistle) ha Ronan Pellen (Sistrenn), lennadennoù ha sonerezh gant ar Gompagnunezh Elektrobus Teatr, lennadennoù dindan an amzer e liorzhoù tiez Eusa hag ur fest-noz bras digoust d’ar Gwener 15 a viz Gouere !

Trugarez Ofis publik ar brezhoneg.

  • Titouroù / abadennoù
    – Eus an 13 d’ar 16 a viz Gouere, saloñs al levrioù en Ti-jiminas (mont e-barzh digoust)
    – D’ar Merc’her 13 a viz Gouere da 9e noz sonadeg muzik iwerzhonat (mont e-barzh 12 euro)
    – D’ar Gwener 15 a viz Gouere da 9e noz Fest-noz (digoust) er sal liezimplij (bourk Lambaol)
    – Eus an 13 d’ar 16 a viz Gouere lennadennoù gant sonerezh da 11e30 e bourk Lambaol, dirak an iliz, ha da 3e ha 5e30 en Ti-jiminas
    – Er sal Liezimplij e vo al lennadennoù, ar prezegennoù, an taolioù krenn hag ar fest-noz
    – Lennadennoù el liorzhoù eus ar Sadorn 9 d’ar Sul 17 a viz Gouere (s.o. an tres)
    Titouroù / programm dre ar munut : livre-insulaire.fr ha ti an douristed Enez-Eusa.

Darempred : Kevredigezh Culture, arts et lettres des Îles.
Enez Eusa (Penn-ar-Bed) l 06 81 85 41 71 l contact@livre-insulaire.fr